Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Le blog "langue-bretonne.org"
22 juillet 2017

Kemper ne oar ket mui tamm brezoneg ebed : eur vez !

PJ Helias gand Toulhoat-5

E Kemper eo bet diskuillet ar mintin-mañ an delwenn a oa bet kizellet e 1999 gand e gamarad Per Toulhoat e memor ar skrivagner Per-Jakez Helias. Dirag eun dibab a dud euz bed ar sevenadur, ez eus bet klevet prezegennou gand an Ao. Mêr, Ludovic Jolivet, gand prezidant ar gevredigez "Biskoaz kemend-all", Jakez Bernard, ha gand Yves Toulhoat, mab ar hizeller.

PJ Helias gand Toulhoat-1

Ne vo ket tamallet d'ar re ne bregont ket brezoneg beza chomet heb laret ger ebed e yez ar vro. Ar pez a gavan spontuz eo n'he-dijet ket bet soñjet kêr Gemper na kêrbenn bro-Gerne goulenn digand unan bennag lavared eur gomz bennag e brezoneg. Eur vez. Evel ma ne vije ket deuz ar brezoneg ken er vro-mañ. Den n'e-neus laret seurt nag e brezoneg nag e galleg kennebeud deuz ar yez kenta a zo bet hini Per Helias, na lennet na pa vefe eur varzoneg diwar e bluenn, na laret tra diwar-benn e leoriou.

Gwir eo e-neus labouret da renevezi Goueliou-meur Kerne. Med bet eo bet ive skrivagner, savet e-neus peziou-c'hoari hag abadennou radio ha tele, e brezoneg koulz hag e galleg, en eil yez hag en ebed : ger ebed diwar se ! Roll e leoriou brezoneg ha galleg a zo kizellet war an delwenn gand Per Toulhoat koulskoude. Daouzeg vloaz avad goude maro an hini pobleka deuz skrivagnerien Vreiz en XXved kantved, ne oar ket mui kêr Gemper e-noa skrivet ar barz ar homzou-mañ : ar brezoneg eo ma bro. Eun druez.

Commentaires
S
Diaes eo kompren, gwir eo,rak n'eo ket brezhonegerien a vank e kêr-Gemper, ha lod outo bet mignoned d'ar skrivagner meur !
Répondre
M
Soñjal a reer e...

"Dolly Pentraeth, tremen poent eo

Lezel da vond ar pez a garer

Gand youh diweza-oll ar hreiz

Ma teu ar peoh da respont dezañ."

Na ped barzoneg all a vefe bet tu da lenn e Kemper an deiz all !
Répondre
K
En Galleg,evel just,evel bugale jackez helias!!!
Répondre
Le blog "langue-bretonne.org"
Le blog "langue-bretonne.org"

Votre blog est impressionnant autant sur le fond que sur la forme. Chapeau bas !
Un correspondant occitan, février 2020.

Trugarez deoc'h evit ho plog dedennus-kaer. [Merci pour votre blog fort intéressant].
Studier e Roazhon ha kelenner brezhoneg ivez. Miz gouere 2020. [Étudiant à Rennes et enseignant de breton. Juillet 2020].

Newsletter
Visiteurs
Depuis la création 755 523
Derniers commentaires
Archives